Skritur oriyek

Goloenn ar Priñs Bihan gant Saint-Exupéry skrivet en oriyeg gant al lizherenneg oriyek

Implijet e vez ar skritur oriyek evit skrivañ an oriyeg, ur yezh komzet gant 22 vilion a dud en Orissa (India).

Diorroet e voe ar skritur oriyek diwar ar skritur kalangek, diorroet d'e dro diwar ar skritur bramek. Un abugida eo ar skritur oriyek neuze, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet evit skrivañ yezhoù indezek.

Ront eo al lizherennoù evit gallout o skrivañ war delioù palmez hep o zorriñ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne